Ardamezouriezh

Ur bajenn eus roll Hyghalmen
Ardamezeg c'herman, 1447-1455
Ardamezioù Belgia en o fezh

Ur reizhiad arouezioù a zo stag ouzh an dud, an tiegezhioù hag ar galloudoù eo an ardamezouriezh. Deskrivañ a ra, dre ur c'heriaoueg arbennik, an tresadennoù hag an arouezioù a vez diskouezet war ur skoed-ardamez, en ur zelc'her kont eus o lec'hiadur, eus o stumm hag eus o liv.

N'eo ket an ardamezouriezh tra ar vrientinien, tra an holl dud eo : a-viskoazh en deus gallet pep den kaout e ardamezioù hag o diskouez war ur skoed a zo dezhañ pe dezhi.

En Europa, war-dro an XIIvet kantved, e voe ganet an ardamezouriezh hag er XVvet kantved e voe staliet mat he reolennoù. Implijet eo hiziv en un doare prevez (tud, tiegezhioù, embregerezhioù hag all) pe ofisiel (kêrioù, rannvroioù, Stadoù) hervez reolennoù a vez diouzh ar vro-mañ-bro.

Bev-buhezek eo an ardamezouriezh hiziv an deiz c'hoazh, pa vez aozet ardamezioù nevez bemdez evit ar c'hêrioù, an embregerezhioù, ar c'hluboù sport ha kevredigezhioù liesdoare.

Daoust dezhi bezañ lieskantvedel e klot an ardamezouriezh ouzh hon amzer, hini ar skeudennoù arouezius savet diwar tresadennoù eeun ha braslinennek o livioù a sko diouzhtu da zaoulagad an dud.

War ar skoed e kaver an tresadennoù arouezel-se an aliesañ, hogen kinkladurioù a vez en-dro dezhañ a-wechoù : ur gurunenn hag ur gribenn a-us dezhañ, ur ger-ardamez dindanañ pe a-us dezhañ ivez, loened ouzh e gostezioù, hag ur vantell tro-dro dezhañ alies.

Liesdoare eo stummoù ar skoedoù : ar re ront pe vegek o lodenn izelañ a zeu eus mare ar varc'heien er Grennamzer pa veze implij pennañ an ardamezioù livet war ar skoedoù lakaat an emgannerien da vezañ anavezet, en abeg ma oa kuzhet o dremm gant o zokarn.

Un ardamezeg a reer eus un dastumad ardamezioù a denn d'an dachenn-mañ-tachenn : tiegezhioù Breizh, kêrioù Normandi, kleuboù melldroad hag all.

"Dafar evit ur c'heriaoueg a'n ardamezouriezh" gant Yellen hag abEnnez eo al labour kentañ war an ardamezouriezh e brezhoneg a zo bet embannet, er gazetenn Gwenedour e 1965[1].

  1. Gwenedour niv. 18-19, in 8, 40 pajenn.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne