Beowulf

Beowulf
Meurgan
Rann eusNowell Codex Kemmañ
Deiziad krouiñtalvoud dianav Kemmañ
TitlBeowulf, Bēowulf Kemmañ
Treuzskrivadur APIbeɪoʊ-wʊlf Kemmañ
Anvet diwarBeowulf Kemmañ
Tachennheroic poetry, Meurgan Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvhensaozneg Kemmañ
Set in periodtalvoud dianav Kemmañ
Lec'h an istorSkandinavia Kemmañ
PennlinennHwæt! wē Gār-Dena ⁠in gēar-dagum Kemmañ
Last linelēodum līðost, ond lof-geornost. Kemmañ
Full work available at URLhttp://norroen.info/src/other/beowulf/beowulf.html Kemmañ
Statud ar gwirioù-oberourdomani foran Kemmañ
Pajenn gentañ dornskrid Beowulf

Beowulf (distaget [ˈbeɪ.ɵwʊlf] e saozneg a-vremañ ; [ˈbeːo̯wʊlf] pe [ˈbeːəwʊlf] moarvat en hensaozneg) zo ur meurgan hensaoznek 3 182 a werzennoù kenganezel ennañ[1]. An hini koshañ eo eus ar skridoù hensaoznek a zo deuet betek ennomp ha, dre-se, ar varzhoneg koshañ el lennegezh saoznek.

Enklasket ez eus bet heñvelegezhioù en Europa : Saga Grettir en Island, Hrólfr Kraki e Danmark hag e Skandinavia, ar vojenn etrebroadel Mab an Arzh a gaver tremen 200 doare anezhi en Europa[2], hag istor iwerzhonat The Hand and the Child ("An dorn hag ar bugel")[3].

Ur skouerenn hepken eus ar varzhoneg zo deuet betek ennomp ; un darn eus an dornskrid a zo bet anvet Nowell Codex eo, a zo eil dornskrid al levr keinet anvet Cotton MS Vitellius A XV hervez rummatadur e berc'henn, Sir Robert Cotton (1571-1631)[4]. Er British Library emañ abaoe kreiz an XVIIIvet kantved.

  1. Kenganez, kensonerezh a reer eus an adlavar an hevelep kensonenn pe strollad kensonennoù e diabarzh ur werzenn, da skouer : Daoulagad lemm livrizh evel lanv ul lenn lor (meneget e Gwalarn niv. 161 p. 42, 1944. Kavet : 22/01/023.).
  2. (de) Panzer, Friedriech Wilhelm. Studien zur germanischen sagengeschichte ("Studiadenn istorel war ar mojennoù germanek"). München : C. H. Bec'h'sche Verlagsbuchhandlung Oskar Bec'k, 1910 — "Lenn en-linenn. Kavet : 24/01/2023.
  3. (en) Scowcrof, Mark R.. The Irish Analogues to "Beowulf". In: Speculum, levrenn 74, niv. 1 (Genver 1999), pp. 22-64. Chicago: The University of Chicago Press, 1999 — Lenn en-linenn (darn). Kavet : 24/01/2023.
  4. Cotton MS Vitellius A XV : ar 15vet levr en tu kleiz war ar stalenn A (an hini uhelañ), hantergorf Vitellius warnañ.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne