Boule

Ar boule (henc'hresianeg Βουλή, Boulê) eo an anv a veze roet d'ur c'huzul e meur a renad gresian eus an Henamzer. E keodedoù Henc'hres, ar boule a oa un vodadenn vihan a geodediz karget eus lezennoù ar geoded. Troet e vez e anv gant ar ger kuzul peurliesañ pe a-wezhioù gant ar ger sened.

En Ilias a zanevell ul lodenn eus Brezel Troia, ar boule a oa ar vodadenn eus pennoù an Akeaned a zivize, diwar c'houlenn Agamemnon, eus ar strategiezh da ren hag eus an aferioù gouarnamant. Emdreiñ a reas ar framm-se, ur vodadenn noblañsed a guzulie ar roue galloudusoc'h, da envel ensavadurioù disheñvel, disheñvel o galloud ivez, hervez ar renadoù politikel hag an amzer.

En oligarkiezhioù ar garg boulead a zeue dre hêrezh e-skoaz e demokratiezh Aten en Henamzer hag e re all e veze dilennet izili ar boule dre dennadeg d'ar sord. Dianav eo ar pep brasañ eus ar vouleidi. Boule Aten hepken zo deskrivet gant mammennoù istorel puiilh (Bonreizh Aten peurgetket a lakaer war anv Aristoteles ha e ziskibled eus al Lise a vije bet savet war-dro 330 kent J.-K.).


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne