Diomedes

Ur pennad Diomedes (anv-badez) zo ivez.
Diomedes, eiladenn roman eus un delwenn c'hresian hag a vije bet kizellet gant Kresilas (war-dro 440-430 kent J.-K.), Gliptaoueg München (Inv. 304)

Diomedes (henc'hresianeg : Διομήδης, Diomēdēs, "gwidreüs evel un doue" pe "aliet gant Zeus") zo ur gouron e gwengelouriezh Hellaz hag a gemeras perzh e brezel Troia.

Mab da Tydeus ha Deipyle e oa, ha mont a reas da vout tiern Argos, da heul e dad-kozh, Adrastos. En Ilias e vez lakaet Diomedes, gant Aias Telamonios, Agamemnon, hag Ac'hilleüs, da unan ag ar vrezelourion c'halloudusañ e-touez an Akhaied. Goude ar brezel e yeas da Italia da ziazezañ meur a zek kêr eno. Goude e varv e voe azeulet evel ur boud doueel e Gres koulz hag en Italia.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne