Facebook

Facebook zo un embregerezh stadunanat hag ur rouedad sokial bet krouet e 2004 war an Internet gant Mark Zuckerberg (1984-). Bodañ tud tost pe zianav eo he fal, dre skignañ titouroù a bep seurt embannet gant ar wiaderien. Digor eo d'an holl abaoe miz Gwengolo 2006. Ouzhpenn ur miliard a izili he deus abaoe miz Here 2012 dre ar bed. An eil lec'hienn muiañ gweladennet eo, goude google.com, hervez Alexa Internet). E Skol-Veur Harvard e voe krouet Facebook : rouedad sokial ar studierien a oa er penn-kentañ kent bezañ digor d'ar skolioù-meur amerikan all. Tennet eo e anv eus an albomoù luc'hskeudennoù a vez graet facebooks anezho e saozneg, a zo poldredaouegoù ar skolajidi, likezidi pe studierien a vez roet dezho e fin pep bloavezh-skol. Embannet en doa an embregerezh Facebook d'an 2 a viz Here 2008 e oa o vont da lakaat e sez etrebroadel e Dulenn en Iwerzhon evit marc'hadoù Europa, Afrika hag ar Reter-Kreiz,. E 2012 e voe lakaet Facebook er Yalc'h, ha talvoudekaet eo bet da 104 miliard a zollaroù.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne