Fanfiction

Ur fanfiction pe ur fanfic a zo istorioù skrivet diwar faltazi gant faned, pe vamidi, evit cheñch pe astenn buhez pe zanvez un aozad mediatekaet hag a zo plijet dezho. Da skouer dre : ur romant, ur manga, ur stirad skinwel, ur film, ur c'hoari video pe c'hoazh diwar-benn un den brudet. Ur fanfiction a adkemer senario pe skridc'hoari an aozad, ar c'hanon, met cheñch a ra anezhañ en e zoare. Tu zo da genderc'hel gant an istor e-lec'h ma 'z eo echuet e gwirionez pe da ouzhpennañ traoù 'zo.

Skrivañ ur fanfiction a servij d'al lennerien pe d'ar sellerien tik gant an dra da welout ar pezh en defe plijet dezho da welout er c'hanon.

Kreizennet e vez ar fanfiction alies war un [tudenn|dudenn]] : gweladennet eo darempredoù an dudenn, o sikologiezh ; krouet pe kendalc'het e vez an istorioù karantez, leusket e vez muioc'h a blas d'an tudennoù a eil renk pe ouzhpennet e vez tudennoù all. Tud 'zo avat na implijont ken nemet ar bed krouet er c'hanon hag e krouont o oberenn dezho gant o senario hag o zudennoù. Plijet eo kalz a dud gant ar frankiz a zo roet gant ar fanfiction. N'eus bevenn ebet. Tu zo da skrivañ diwar-benn n'eus forzh peseurt sujed.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne