Fonadur

Fonadur
Mouezhiet/Divouezh
Mouezh sourrus
Mouezh laosk
Mouezh reut
Mouezh wigourus
Mouezh c'harv
Vogalenn skiltr
Mouezh kleuz
Chuchumuchu

Er yezhoniezh e vez implijet an termen fonadur (saoz.: phonation) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus an doare ma vez implijet al larinks evit produiñ sonennoù a c'hell bezañ kement o ferzhioù da c'houde gant an organoù fonadur all.

Gwezhall e kredjod e oa ar fonadur kevatal da live stennadur an troc'h-avel liammet strizh ouzh mouezhiadur ur fonenn. Bremañ, avat, a-drugarez d'an teknologiezhioù nevez e ouzer eo kalz luzietoc'h ar fonadur e meur a yezh komzet dre ar bed hag implijet e vez meur a elfenn fonadur all ouzhpenn an troc'h-avel evit produiñ meur a zoare fonadur fonemek disheñvel.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne