Goueliekadur

Doareoù distagañ
Dre serriñ
Klikoù
Tarzhañ
Strakal
Entarzhañ
Fic'hal
Ruzennoù
C'hwibanennoù
Dassonennoù
Fri
Stlakat
Froumal
Tostaat
Linkus
Vogalennoù
Hantervogalennoù
Kostezennoù

Er yezhoniezh e vez implijet an termen goueliekadur (saoz.: velarisation) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus un seurt doare distagañ a eil renk ma sav kein an teod war-du gouel ar staon keit ha ma vez distaget gant ul lec'h distagañ pennañ all.

Enebiet e vez kensonennoù goueliekaet ouzh kensonennoù staonekaet, en o zouez an iwerzhoneg ma reer an diforc'h etre kensonennoù caol ("moan": staonekaet) ha leathan ("tev": goueliekaet) hag ar ruseg ma komzer kentoc'h eus kensonennoù "blot" (staonekaet) ha "kalet" (goueliekaet). Kavout a reer alies an termenoù "sklaer" (staonekaet) ha "teñvel" (goueliekaet)

Hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel e c'heller merkañ ar goueliekadur e daou doare disheñvel:

  1. dre varreniñ un arouezenn bennañ hag a dalvez koulz evit merkañ ar goueliekadur hag ar gargadennekadur, d.s. [l] > [ɫ]; pe
  2. skrivañ arouezenn ur gammaig ([ˠ]), d.s. [tˠ]. Gant an arouezenn-mañ e vez merket ar goueliekadur en un doare sklaer ha resis.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne