Gweuzadur

Er yezhoniezh e vez implijet an termen gweuzadur (saoz.: labialisation) war tachenn ar fonologiezh hag ar fonetik evit komz eus ar fed ma vez kemmet stumm an diweuz pa broduer ur sonenn all gant ar genoù ha/pe ar fri. Implijet e vez an termen "gweuzadur" pa gomzer eus kensonennoù keit ha ma vez implijet an termen ront evit ober dave d'ar fed ma vez kemmet stumm an diweuz pa distager ur vogalenn.

An perzh distagañ a eil renk muiañ-kavet e-touez yezhoù ar bed an hini eo ivez. Diforc'het e vez doareoù gweuzadur disheñvel e yezhoù kaokazek ar gwalarn, er yezhoù atabaskek, er yezhoù salichek hag ivez e meur a yezh indezeuropek, da skouer e saoznek amerikanek e kaver tri derez gweuzadur fonetikel:

Peurront: /w, ɹ/
Damront (pe digor-ont): /ʃ, ʒ, ʧ, ʤ/
Nann-ront (pe "plaen")

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne