Homo

Homo

Klopennoù Homo sapiens (a-gleiz) ha
Homo neanderthalensis (a-zehou) keñver-ha-keñver
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata / Vertebrata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Primates
Isurzhad : Haplorrhini
Danisurzhad : Simiiformes
Uskerentiad : Hominoidea
Kerentiad : Hominidae
Anv skiantel
Loen
genad
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar genad Homo zo ur genad hag a vod an den modern (Homo sapiens) ha spesadoù all zo aet da get, renket gant ar skiantourien e-giz hendadoù pe spesadoù kar dezhañ, Homo erectus hag Homo neanderthalensis peurgetket. Anadiñ a reas ar genad gant Homo habilis war-dro 2,1 – 2,3 milion a vloavezhioù zo hervez an istimadenn degemeret peurliesañ[1][2]. Kinniget ez eus bet uhelaat an deiziad-se da 2,8 Ma e 2015 abalamour ma oa bet dizoloet un askorn karvan eus ar mare-hont[3]. Dont a ra ar genad Homo eus ar genad Australopithecus zo aet da get abaoe mod all.

Homo, moarvat, e-giz Paranthropus, zo ur skourr c'hoar da Australopithecus africanus a oa en em zispartiet e-unan diouzh lignez ar genad Pan, ar chimpanzeed, da vare ar Miosen uhelañ pe ar Pliosen abred[4][5].

Homo erectus a anadas war-dro 2 vilion a vloavezhioù zo hag, e meur a zivroadeg abred, en em skignas en holl Afrika (el lec'h ma vez anvet Homo ergaster) hag en Eurazia. Ar c'hentañ spesad eus ar genad Homo e oa moarvat da vevañ en ur gevredigezh chaseourien-dastumerien ha da vestroniañ an tan. Anezhi ur spesad gouest d'en em reizhañ ha graet berzh gantañ, Homo erectus a badas ouzhpenn ur milion a vloavezhioù hag en em dreuzfurmas tamm-ha-tamm e spesadoù nevez war-dro 500 000 bloaz zo. H. erectus er ster strizh (spesad Azia) a zo aet da get 140 000 bloaz zo. Homo erectus soloensis, bet kavet e Java, a seller outañ evel ar skourr diwezhañ eus H. erectus da vezañ chomet bev. Bloaziet gwezhall etre 50 000 ha 40 000 bloaz zo, ur studiadenn eus 2011 he deus ampellet an deizad ma oa aet H. e. soloensis da get da 143 000 bloaz zo d'an diwezhatañ, met kentoc'h a-raok 550 000 bloaz zo moarvat[6].

An den modern e-keñver an anatomiezh (Homo sapiens) a anadas etre 300 000 ha 200 000 vloaz zo[7], en Afrika, hag Homo neanderthalensis a anadas war-dro ar memes mare en Europa hag e kornôg Azia. Homo sapiens en em skignas e diavaez Afrika e meur a wagennad, adalek 250 000 vloaz zo marteze, hag adal 130 000 vloaz zo a dra sur. Skignadeg ar su, evel ma lârer, a grogas war-dro 70–50 000 vloaz zo[8][9][10] hag a voe heuliet gant trevadennadur padus Eurazia hag Okeania 50 000 vloaz zo. En Afrika koulz hag en Eurazia, Homo sapiens en em gavas hag en em baras gant spesadoù arkaek eus Homo[11][12]. Spesadoù arkaek (ha n'int ket sapiens) o dije kendalc'het da vevañ betek 40 000 vloaz zo (Dianadeg Neanderthal).

Aet eo da get razh spesadoù ar genad Homo hiziv nemet Homo sapiens. Ar spesadoù kar dezhañ diwezhañ, Homo floresiensis hag Homo neanderthalensis, zo aet da get, an eil 18 000 bloaz zo; hag egile 28 000 bloaz zo. Neoazh elfennoù dizoloet n’eus ket pell a lak ar skiantourion da soñjal en dije dalc'het Homo floresiensis da vevañ betek 12 000 bloaz zo, ha razh poblañsoù an Douar, nemet Afrikaniz, o defe genoù o tonet eus Den Neandertal da heul un hironerezh etre an daou spesad (Homo sapiens hag Homo Neanderthalensis) c’hoarvezet er Reter-Nesañ.

  1. Stringer, C.B. (1994). "Evolution of early humans", The Cambridge Encyclopedia of Human Evolution. Cambridge : Cambridge University Press. 242 p. 
  2. (2007) "Chapter 9: The Earliest Putative Homo Fossils", Handbook of Paleoanthropology. 1611–1631 p. DOI:10.1007/978-3-540-33761-4_52. 
  3. (March 2015) "Reconstructed Homo habilis type OH 7 suggests deep-rooted species diversity in early Homo". Nature 519 (7541): 83–86. DOI:10.1038/nature14224
  4. (1997) "Earliest Remains of Genus Homo". Archaeology 50
  5. (May 2015) "New species from Ethiopia further expands Middle Pliocene hominin diversity". Nature 521 (7553): 483–8. DOI:10.1038/nature14448
  6. (2011) "The age of the 20 meter Solo River terrace, Java, Indonesia and the survival of Homo erectus in Asia". PLOS ONE 6 (6): e21562. DOI:10.1371/journal.pone.0021562.
  7. Callaway, E. (7 June 2017). "Oldest Homo sapiens fossil claim rewrites our species' history". Nature. DOI:10.1038/nature.2017.22114
  8. (March 2016) "Pleistocene Mitochondrial Genomes Suggest a Single Major Dispersal of Non-Africans and a Late Glacial Population Turnover in Europe". Current Biology 26 (6): 827–33. DOI:10.1016/j.cub.2016.01.037
  9. Sellet ouzh :
    • (April 2015) "A recent bottleneck of Y chromosome diversity coincides with a global change in culture". Genome Research 25 (4): 459–66. DOI:10.1101/gr.186684.114
    • (October 2016) "Genomic analyses inform on migration events during the peopling of Eurasia". Nature 538 (7624): 238–242. DOI:10.1038/nature19792
  10. (August 2019) "A Rare Deep-Rooting D0 African Y-Chromosomal Haplogroup and Its Implications for the Expansion of Modern Humans Out of Africa". Genetics 212 (4): 1421–1428. DOI:10.1534/genetics.119.302368
  11. (May 2010) "A draft sequence of the Neandertal genome". Science 328 (5979): 710–722. DOI:10.1126/science.1188021
  12. (November 2013) "Neanderthal and Denisova genetic affinities with contemporary humans: introgression versus common ancestral polymorphisms". Gene 530 (1): 83–94. DOI:10.1016/j.gene.2013.06.005 Hervez ar studiadenn-mañ e vefe posubl e vefe dleet an heñvelderioù genetek kavet etre ar poblañsoù arkaek ha modern a dud da liesstummegezh an hendadoù boutin dezhe dreist-holl

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne