Kalevala

Aino-taru "Gwengel Aino" — Väinämöinen, kanoù 3-5 – Akseli Gallen-Kallela (1865-1931), 1891
Teirzaolenn, eoullivadur war lien, 77 x 54 cm / 154 x 154 cm / 77 x 154 cm – Mirdi Ateneum, Helsinki

Kalevala (da lavarout eo "Bro gKaleva" e finneg) a zo ur meurgan finnek, dastumet an danvez anezhañ e-touez ar bobl e Finland ha Karelia en XIXvet kantved gant Elias Lönnrot. Lakaet eo da veurgan broadel Finland, hag ar pezh pennañ eus lennegezh ar vro. Ur perzh bras en deus bet en emskiant vroadel an dud, ken e tegasas an dizalc'hiezh diouzh Rusia e 1917. E 1835 e oa bet embannet an doare kentañ. Un eil doare, an hini a gaver bremañ, a oa bet embannet e 1849 gant 22 795 gwerzenn, rannet e 50 kan. Danvez an oberenn a zo diazezet war mitologiezh ha folklor pobl ar Finned.

Keñveriet eo bet gant Barzaz Breiz[1], abalamour d'al levezon o deus bet an daou levr war ar vrogarouriezh e Breizh hag e Finland. Hogen bras a-walc'h eo an disheñvelderioù: n'eus nemet finneg e levr Kalevala, ha diazezet eo war henvojennoù.

Un dastumad eo ar C'halevala : danevelloù, kontadennoù, mojennoù, istorioù harozel ha meurganoù, an darn vuiañ anezho dizalc'h an eil re diouzh ar re all.

  1. Kalevala et Barzaz-Breiz : performances écrites et folklore international, Gaela Keryell, Cahiers de Littérature Orale, 2004 N° 56, pp. 149-174

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne