Karabinenn

Karabinenn
weapon functional class
Iskevrennad euslong gun Kemmañ
Ur fuzuilh M1 Garand hag ur garabinenn M1 Carbine, daou arm amerikan eus an Eil brezel Bed.

Karabinenn a vez graet e geriaoueg an arme eus un arm-tan gant ur c'hanol hir met berroc'h eget hini ur fuzuilh pe ur mousked. Darn anezho zo doareoù berraet eus fuzuilhoù all, o tennañ ar memes doare bolodoù. Dont a ra o ment berroc'h eus ar fed e oa ret d'ar marc'hegerezh kaout armoù bihanoc'h hag aesoc'h da dapout krog enne.

Er-maez eus bed an arme, e bed ar chase pe ar sportoù-tenn, ur garabinenn zo un arm hir unan pe meur a ganol rizennet dezhañ. Heñvel eo o mekanik diabarzh evit hini ar fuzuilhoù dre vras, met solutoc'h int : kambr ur garabinenn a c'hell anduriñ ur gwask etre 3.000 ha 4.000 bar, pa n'hall ket hini ur fuzuilh anduriñ ouzhpenn 1.200 bar.[1]

Karabinennoù a raer ivez eus an armoù hir dre aer gwasket pe gaz a c'hall tennañ plomoù 4,5 mm pe 5,5 mm, evit amprouennoù zo er sportoù tennañ pe an dudi.

  1. Hervez Olivier ACHARD, Le monde des fusils, Solar 2002, p. 17

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne