Kedez

Kedez

Kedezioù Meurzh ha Gwengolo eo an daou goulz eus ar bloaz ma vez keit-ha-keit, pe war-dro, an deiz hag an noz.

D'ar mare-se e vez an heol a-us d'ar c'heheder. E-keñver ar steredoniezh eo kedez an nevezamzer, 21 a viz Meurzh (a-wechoù d'an 19, 20, 22) derou an nevezamzer ha kedez an dilost-hañv (pe gedez an diskar-amzer) hini an diskar-amzer, ar pezh n'eo ket gwir e-keñver an hin.

Evit gwir eo an deizioù hiroc'h eget 12 eur un nebeut amzer a-raok ar gedez diwar refraktadur ar bannoù-heol en aergelc'h (gwelet e vez an heol e-pad un nebeud munutennoù ha koulskoude eo aet dija dindan live an dremmwel.

Emañ gedez an diskar-amzer war-dro an 23 a viz Gwengolo.

E steredoniezh e vez termenet ar gedez gant an daou momedoù ma ya kelc'htro an Heol ar c'henskej etre an ekliptik ha keheder an neñv. E momedoù-se e sav an Heol e Reter hag en em guzh e Kornôg rik.

Ouzhpenn-se, pep poent eus ar Voul-Douar a vez tizhet gant an Heol a-hed an deiz.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne