Kensonenn drekkevig dre fic'hal divouezh

LFE – niverenn 103 (134)
LFEunicode
LFE – skeudenn IPA voiceless postalveolar affricate.png
X-SAMPA tS
Selaou

Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar gensonenn drekkevig dre fic'hal divouezh treuzskrivet [t͡ʃ] (kent: [ʧ]) hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 103.

Treuzskrivet e vez ivez a-wezhoù: [tʃ], [t̠ʃ], [c], [č], [ch], [tc], [tš], [cs] ha [cz].

Ur gensonennn kendistaget an hini eo ma vez distaget war un dro ar gensonenn kevig dre serriñ divouezh ([t]) hag ar gensonenn drekkevig dre daravat divouezh ([ʃ]).

Peurliesañ e vez implijet ivez an hevelep arouezenn [t͡ʃ] evit treuzskrivañ ar gensonenn kevig-staon dre fichañ divouezh a ranke bezañ treuzskrivet /ʨ/ en un doare resis kavet er sinaeg mandarinek, er ruseg, er japaneg hag en taieg.

E brezhoneg e vez kavet e rannyezhoù 'zo komzet e Bro-Wened, d.s. ket [t͡ʃɛt] e lec'h [kɛt].


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne