Krk

Kêr Krk.
Pelec’h emañ Krk war aod Kroatia
Pelec’h emañ Krk war aod Kroatia

Krk (distaget [kr̩k] e kroateg, Veglia en italianeg, Vekla e veilhoteg, Curicta e latin) zo un enezenn war aod Kroatia, nepell diouzh kêr Rijeka.

En em ledañ a ra an enezenn war 405,78 km² ha poblet eo gant 17 860 a dud (2001), ar pezh a ra anezhi an enezenn bobletañ e Mor Adria. Staget eo ouzh an douar-bras war-bouez ur pont, abaoe 1980. Krk eo anv ar gêr vrasañ en enez.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne