Levrlennadur

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ul levrlennadur a zo pe ur rentañ-kont war al levrioù pe ur roll levrioù pe deulioù pe bennadoù a zo bet kendastumet p'o deus liammoù diabarzh pe berzhioù damheñvel (dodennoù, danvezioù, deiziadoù...). P'eo heñvelstumm an daou ster e galleg eo bet adkemeret ar ster kentañ evit an eil. Ar ger rolladur (a-wechoù levrrolladur) a vez implijet ivez (sell ouzh Geriaoueg al levraouegoù = Vocabulaire des bibliothèques, Termbret - Skol Uhel ar Vro 1996, p. 72).
Evit ar paronoù all e vez implijet filmrolladur, roll pladennoù hag all. An diskiblezh a zo he fal deskiñ sevel levrlennadurioù en un doare efedus a zo al (levr)rollouriezh hec'h anv (passim).
Savet e vez levrlennadurioù war red pe levrlennadurioù bras gant arbennigourien zo evel al levraouegourien hag an deulaouegourien.
Sevel levrlennadurioù o tennañ d'o enklaskoù ha lakaat anezho da heul o oberennoù a zo ur ret evit ar skiantourien pa vez barnet siriusted o labourioù diwar pouezh an oberennoù skiantel pe get (levrioù, pennadoù) o deus implijet pe arroudennet.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne