Majorian

Majorian
den
Rann euslast emperors Kemmañ
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhHenroma Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denFlavius Iulius Valerius Maiorianus Kemmañ
Deiziad ganedigezh420 Kemmañ
Lec'h ganedigezhGalia Kemmañ
Deiziad ar marv7 Eos 461 Kemmañ
Lec'h ar marvTortona Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
Abeg ar marvstabbing Kemmañ
KarMaiorianus Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetlatin Kemmañ
Micherrener Kemmañ
KargWestern Roman emperor, senedour roman Kemmañ
Relijionkristeniezh Kemmañ
PrantadLow Roman Empire Kemmañ
Pezhioù en anv Maiorianus

Flavius Iulius Valerius Maiorianus, pe Majorian (420 - 7 a viz Eost 461) a oa impalaer roman ar C'hornôg eus 457 da 461. Eñ eo an impalaer diwezhañ a vrezelas c'hoazh er pezh a chome eus an impalaeriezh da neuze (Italia, kreisteiz Gallia, aod kreizdouarel Hispania).


Brudet e voe evel jeneral ha trec'her war ar Franked hag an Alemanni. C'hwec'h miz goude ma oa bet kaset Avitus kuit eus ar galloud e voe embannet da impalaer gant Ricimer, ar pezh a voe abeg a dabut gant impalaer ar reter Leon Iañ a wele anezhañ evel ur skraper.

E-pad 4 bloaz e renas Maiorianus, hag adkemer a reas un darn eus Hispania hag eus su Galia, talañ ouzh ar Vizigoted, Burgonded ha Suevi.

Goude bezañ diarbennet un argad gant ar Vandaled e Campania e prestas ul lu vras a c'hoprsoudarded c'herman da aloubiñ Afrika. Faezhañ a reas Teodorig II, roue ar Vizigoted ha gantañ e kevreas da argasiñ ar Vandaled. Tra m'edo o treuziñ Spagn avat, e voe distrujet e vorlu dre dreitouriezh. Tost asur eo e oa Ricimer e-unan a gelaouas ar vandaled evit ma vefe riset an oberiadur-brezel.

Hervez an istorour saoz Edward Gibbon, "[Majorian] presents the welcome discovery of a great and heroic character, such as sometimes arise, in a degenerate age, to vindicate the honour of the human species".


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne