Menelaos

Menelaos (a-zehou) o redek war-lerc'h Elena (kreiz) e-pad kemeridigezh Troia, krater atikat e dresadennoù ruz, 450-440 kent J.-K., kavet e Gnathia (hiziv Egnazia, Italia). Mirdi al Louvre.

Menelaos (henc'hresianeg : Μενέλαος, Menelaos, un anv hag a dalvezfe « galloud ar bobl ») zo unan eus harozed akean pennañ brezel Troia. Roue Sparta e oa. Mab e oa da Atreüs, breur da Agamemnon, ha pried da Elena Troia a voe skrapet gant Paris, ha sede a belec'h e teuas brezel Troia .


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne