Panakeia

Panakeia o sikour ur c'hlañvour. Munud gant ar medisin J. Gazola (1716).

Panakeia (Πανάκεια / Panákeia e gregach) a oa merc’h d'an doue Asklepios (a oa mab da Apollon) ha da Lampetia, hag unan eus doueed ar yec'hed.

Sikour a rae he zad gant he c'hoarezed ha pareañ a rae an holl gleñvedoù gant he louzoù, he c'hoar Iaso o vezañ doueez ar pare ha Hygieia hini ar yec'hed hag an diwall diouzh ar c'hleñvedoù.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne