Tchagataieg

Tchagataieg
(*dianav)
Marv
Perzhioù
Komzet e : yezh varv
Rannved : Azia
Komzet gant : yezh varv
Renkadur : yezh varv
Familh-yezh : Yezhoù altaek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 -
ISO 639-2
ISO 639-3 chg
Kod SIL CGT
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ur yezh altaek eus is-skourr yezhoù turkek ar reter eo an tchagataieg (chagatai) komzet gwechall e Turkestan. Yezh pennañ an Impalaeriezh Tchagatai e oa ha d'ur yezh lennegel ez eo aet, skrivet gant ar skritur arabek ha levezonet gant an arabeg hag ar farsieg. Disrannet e vez e tri marevezh :

  1. Tchagataieg rak-klasel 1400 - 1465
  2. Tchagataieg klasel 1465 - 1600
  3. Tchagataieg diwezhat 1465 - 1921

Ar marevezh klasel a zeraou gant embannadur barzhonegoù Ali-Shir Nava'i hag echuiñ a ra er XVIIvet kantved pa yeas ar yezh da vezañ muioc'h-muiañ levezonet gant ar rannyezhoù lec'hel. Yezh renerien an Impalaeriezh Voghol e oa ivez. Yezh lennegel ar vro e oa c'hoazh en Ouzbekistan pa voe savet an Unvaniezh Soviedel ; kemeret e voe e lec'h gant an ouzbekeg e 1921.

Ur yezh varv an hini eo.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne