Tlatoani

Itzcóatl, delwenn gant Miguel Noreña (XIXvet kantved).
Itzcóatl, ar pevare tlatoani, kuzuliet gant Tlacaêtel, a stagas da zeviñ ur bern levrioù da gas da get an istor gwirion eus orin ar bobl vec'hikan.

Tlatoani (diwar an Nahouatleg Tlahtoāni IPA: [tɬaʔtoˈ(w)aːni]; liester : tlahtohqueh, IPA: [tɬaʔˈtoʔkeʔ]) eo ar ger a dalveze da envel rener un altepetl, ur geoded-Stad evel ma oa anezhe kent donedigezh an Europeaned e Kreizamerika. Talvezout a ra ar ger kement ha "prezeger", met gallout a reer treiñ anezhañ evel "roue"[1] Ur cihuatlatoani (IPA: [siwaːtɬaʔtoˈ(w)aːni]) a oa ur renerez, pe rouanez[2].

An Dlatoanied a oa ar renerien bennañ, gant ur roll en arme evel er relijion. Choazet e vezent e diabarzh an tiegezh a rene er c'hontrol d'ar rouaned a gaved en Europa a zeue da vezañ roue dre hêrezh er memes lignez. Peurliesañ e veze choazet un niz pe ur c'henderv d'an tlaotani. Da gentañ e veze choazet an Dlaotanied gant pennoù familhoù an noblañs ha, diwezhatoc'h, gant ar veleien vras ha kargidi vras ar vro.

An dlatoanied a oa kentañ renerien ar bobl aztek eus 1233 da 1347. Goude se, adalek Acamapichtli, e vezont anvet huēy(i) tlahtoani 'Prezeger bras' a vez troet gant "impalaer" en istoriografiezh. E gwirionez ar renerien ne sellent ket oute evel tlahtohqueh, e-pad ar prantad kent dilennadenn Ācamāpīchtli (1366 - 1376), met evel cuāuhtlahtohqueh (Gouarnourien gwarnizon pe penn arme)[3]) hag evel teōmāmāhqueh (Dougerien Doue)[4]; evel m'er skrivas an istorour Chimalpain, a savas roll klok ar renerien etre 1116 ha 1363 (hep menegiñ Ilancuēitl avat).

Da-heul stagidigezh meur a tlahtohcāyōtl pe "rouantelezh" an eil ouzh eben da goulz brezelioù ha kevredadennoù e oa savet un huey tlahtohcāyōtl pe 'tlahtocayōtl bras' (pe "impalaeriezh") a oa en he fenn un huēy(i) tlahtoāni, troet alies "impalaer", er ster "roue ar rouaned". huēy(i) a dalveze "bras, ledan, uhel" e nahouatleg klasel.

Lazhet e oa an diwezhañ tlatoani aztek dieub, Cuauhtémoc, d'an 8 a viz C'hwevrer 1525 gant ar soudarded spagnol war urzh Hernan Cortes pevar bloaz goude kemeridigezh Mec'hiko-Tenochtitlan.

Goude se e oa anvet ar renerien gant ar Spagnoled.

  1. Lockhart (2001): p. 238; Schroeder (2007): p. 3; Wimmer (2006): TLAHTOANI
  2. Schroeder (2007): pp. 3–4; Wimmer (2006): CIHUATLAHTOANI.
  3. Geriadur an naouatleg klasel
  4. Teōmāmahqueh, pluriel. "Les porteurs de dieu. Au nombre de quatre (Iztac mixcōātzin, Apanēcatl, Tetzcacōhuahcatl et Chīmalmah). ils portent l'idole au cours de la migration légendaire". Launey II 208. Geriadur an Nahouatleg klasel ; E Mec'hiko, etre an XIIvet hag an XIIIvet kantved, lod eus an azteked, anvet teomamahqueh e nahouatleg, a zouge o doueed war o c'hein, e seier sakr e gwiad pe e kroc'hen karv. [www.lexpress.fr/services/archives/consultation.asp?id=016624X L'Express, 13/09/2004]

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne