Tranzitivelezh

Er yezhoniezh e vez implijet an termen kevreadurezhel tranzitivelezh[1] (en. : transitivity) evit komz eus ar fed ma c'heller implijout renadennoù gant verboù zo :

  • tranzitivel, pe verb tre[2] pe verb graus[3] a vez graet eus ar verboù ma c'heller implijout renadennoù gante ;
  • nann-tranzitivel pe amdranzitivel pe verb gwan[2] pe verb dic'hraus[3] eus ar re n'heller ket.

Kemmus eo natur tranzitivelezh ar verb a yezh da yezh.

Setu ur skouer tennet eus an hungareg :

Gwrizienn : lát-
doare-disklêriañ an amzer a-vremañ
niver + gour Tranzitivelezh
Tranzitivel Amdranzitivel
Unander 1 látom látok
2 látod látsz
3 látja lát
Liester 1 látjuk látunk
2 látjátok láttok
3 látják látnak
  • Ar stummoù tranzitivel (látom…) a vez implijet gant ur renadenn strizh, da skouer :

Látom a kutyát
"Gwelet a ran ar c'hi"

  • Implijet e vez ar stummoù amdranzitivel (látok...) pa n'eus renadenn ebet pe gant ur renadenn amstrizh, da skouer

Látok
"Gwelet a ran [Ø]"

Látok egy kutyát
"Gwelet a ran ur c'hi"

  1. Trañzitivelezh e Kreizenn ar Geriaouiñ (diwar-benn matematik) : KREIZENN AR GERIAOUIÑ/transitivité
  2. 2,0 ha2,1 E Yezhadur bras ar brezhoneg, ha Geriadur Hemon-Huon, pajenn 1320.
  3. 3,0 ha3,1 Yezhadur berr ar brezhoneg, pajenn 110, ha Geriadur Hemon-Huon, pajenn 1320.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne