Amraganvelezh

Er yezhoniezh e vez implijet an termen amraganvelezh (saozneg : pro-drop, diwar pronoun-dropping, "argas raganv") evit komz eus ar fed ma c'heller sevel frazennoù reizh e yezhoù zo hep implijout raganvioù e degouezhioù resis zo, peurliesañ pa c'heller kompren da beseurt anv e ra dave ar frazenn dre dielfennañ ar c'henarroud pe dre merkoù yezhadurel all, da skouer displegadur ar verb.

Implijet e oa bet an nevezc'her-mañ evit ar wezh kentañ e saozneg gant Chomsky e 1981.

Ober a reer ivez alies a-walc'h gant an termen "anaforiezh mann" (saozneg : zero pe null anaphora) pa gomzer eus an amraganvelezh.

A-bouez-kenañ e oa bet dielfennañ mont-en-dro ar perzhioù yezhadur liammet ouzh an amraganvelezh evit gallout kompren ha termeniñ ar c'heal ma reer "arventenn" (saoz. parameter) outañ e yezhoniezh.

E-touez yezhoù brudetañ ar bed emañ ar japaneg e-touez ar re ma c'heller ober amraganvelek-kenañ oute, ma c'hell bezañ argaset er yezh-mañ koulz ar rener ha kazi n'eus forzh peseurt elfenn all eus ar frazenn. Perzhioù amraganvelezh a gaver stank pe stankoc'h ivez e sinaeg hag er yezhoù slavek.

Un nebeud yezhoù zo damamraganvelek nemetken, da lavaret eo n'heller argas nemet ar raganv pa ra dave da rener ar frazenn. Yezhoù amrenerel (saozneg : null subject languages) a vez graet eus ar re-mañ, en o zouez meur a yezh romanek evel ar spagnoleg, an italianeg, an okitaneg, ar c'hatalaneg, ar portugaleg, hag ar roumaneg met n'eo ket ar galleg.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne