Arondisamant Pariz

Arondisamant Pariz
Arondisamant Pariz
Arondisamant Pariz en e rannvro.
Melestradurezh
Riez Frañs Frañs
Rannvro Enez-Frañs
Departamant Pariz
Kod arondisamant 75 1
Pennlec'h Pariz
Stadegoù
Poblañs 2 187 526 ann. (2017)
Gorread 105,4 km²
Stankter 20 755 ann./km²
Adrannoù
Kantonioù 20
Kumunioù 1

Arondisamant Pariz a zo anezhañ ur rann velestradurel eus Frañs e rannvro Enez-Frañs. Goleiñ rik a ra Pariz, ar gumun hag an departamant war un dro.

Arabat kemmeskañ arondisamant Pariz gant an 20 arondisamant-kêr hag a zo anezho adrannoù eus kêr Bariz.

Gant 2 187 526 a annezidi e 2017 ez eo an arondisamant pobletañ er Frañs, dirak hini Lyon, hag an hini stankañ e boblañs.

Rannet eo en 20 kanton, pep hini anezho a c'holo un arondisamant eus Pariz.

Dre m'eo arondisamant nemetañ an departamant n'en deus isprefeti nag isprefed ebet.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne