Augsburg

Ar Rathaus (an ti-kêr) en Augsburg

Augsburg zo ur gêr e Bavaria, e mervent Alamagn, war ribl ar stêr Lech.

Savet e oa bet kêr gant ar Romaned, er bloavezh -15, dindan an anv Augusta Vindelicorum, en enor d'an impalaer Augustus. An iliz-veur zo eus an Xvet kantved. Ur gêr zieub e oa en Impalaeriezh Santel Roman.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne