Deiziadur hebraek

Deiziadur hebraek evit ar bloavezh 5591 (1831)

An deiziadur hebre, pe deiziadur hebreek, pe hebraek, pe deiziadur yuzev, eo an doare hengounel da rannañ an amzer zo implijet gant ar Yuzevien. Un deiziadur heolloarel eo. En deiziadur-se eo rannet ar bloavezh e 12 pe 13 miz loar pe loariad. An deiziadur hebraek, evel m’emañ bremañ, a oa bet diazezet e 359. Hiziv an deiz e vez implijet evel deiziadur relijiel : evit gouzout deiziadoù ar gouelioù hag all. E bed an armerzh avat e reer gant an deiziadur gregorian zo en implij e broioù Europa.

Diazezet eo ar bloavezh war an heol hag ar mizioù war al loar. Ul loariad a bad 29 devezh hanter. Trawalc’h eo divizout e pado ur miz diwar zaou 29 devezh hag egile 30 devezh evit m’en em gavfe reizh an traoù. Evit an heol avat ez eo un dra all. An douar a ra an dro d’an heol e 365,25 devezh. Dindan 12 loariad n’eus nemet 354,36 devezh, da lavarout eo e vank 10,89 devezh evit klokaat ar bloavezh. Evit adtapout an devezhioù-se e oa bet ijinet, gant steredoniourien yuzev neuze, un deiziadur heolloarael. Merzet o doa e vije tapet un dale 7 miz rik goude 19 bloavezh 12 loariad. Evit adtapout an dale-se o doa soñjet kaout bloavezhioù 12 miz ha bloavezhioù 13 miz. En ur prantad 19 bloavezh e vez 7 bloavezh gant 13 miz ha 12 bloavezh gant 12 miz.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne