Deiziadur muzulmat

Tamm eus un heuliad pennadoù a-zivout

Islam
Islam
Istor Islam

Kredennoù ha kustumoù

Unded Doue
Disklêriadenn a feiz
PedennYun
KaritezPirc'hirinded

Pennoù Bras

Mohammed
Abu BakrAli
Tiegezh Mohammed
Kompagnuned Mohammed
Profeded Islam

Testennoù ha lezennoù

KoranSunnahHadith
BarnadurezhDoueoniezh
Buhezioù Mohammed
Charia

Skourrioù Islam

SunnitChiitC'harijitSoufiegezh

Kevredigezh

Studioù islamekIstor
PrederouriezhSkiant
ArzSavouriezhKêrioù
DeiziadurGouelioù
MaouezedMaouezed er C'horan
Pennoù relijielPolitikerezh
IslamouriezhFrankizouriezh
Salafiezh

An deiziadur muzulmat, pe deiziadur islamek, eo an doare da rannañ an amzer a vez implijet er broioù muzulmat. Ur gwir deiziadur loarel eo, rannet e 12 miz loar pe 12 loariad. En deiziadur-se n’eus ket 365,2425 devezh en ur bloavezh, met nebeutoc’h, dre ma ne bad al loariadoù nemet 28 devezh pe war-dro (1 bloavezh heolel = 1,0307 bloavezh loarel). Abretoc’h-abretañ e krog pep bloavezh eta, e-keñver an heol : war-dro 11 devezh abretoc’h bep bloaz. Ur miz, forzh pehini e vefe, en em gav en-dro d’an hevelep koulz-amzer bep 33 bloaz.

Deroù an deiziadur muzulmat eo an Hijra, pa’z eas Mohammed hag e heulierien eus Mekka da Vedina er bloavezh 622 goude J.K.

Er bloavezh 638 e tivizas ar c’halif Omar (592-644) unvaniñ an deiziadurioù a oa en implij en amzer-hont e-touez ar pobloù muzulmat. Divizout a reas e vefe niverennet ar bloavezhioù adalek an Hijra, a oa c’hoarvezet d’ar 16 a viz Gouere 622 goude J.K. Deiz kentañ miz kentañ ar bloavezh kentañ eo an deiz-se (1 MuHarram 1 AH). An deiziadur muzulmat a reer anezhañ ivez deiziadur an Hijra, diwar anv tec’hadenn Muhammad eus Mekka. An deiziadoù, en deiziadur-se, a skriver alies gant ar berradur AH, a dalvez Anno Hegirae, da lavarout eo, e latin, "e bloavezh an Hijra".


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne