Eisteddfod Vroadel

Ur c'harr o vont en-dro gant an heol, hag anvet "Gwawr" (gouloù-deiz), hag a gemero perzh e miz Here 2007 er redadeg Darwin-Adelaide a-dreuz Aostralia, diskouezet e Maes an Eisteddfod er Wyddgrug e 2007

Ur fest sevenadurel eo an Eisteddfod Genedlaethol, pe Eisteddfod vroadel, e Kembre. An hini vrasañ a-bell e gwirionez, gant kenstrivadegoù lennegezh, sonerezh ha c'hoariva.

E-touez ar c'henstrivadegoù pouezusañ emañ hini Kador an Eisteddfod a vez roet d'ur meulgan, Kurunenn an Eisteddfod evit ur varzhoneg, ha Medalenn ar Gomz-Plaen. Ar Seizenn C'hlas zo ivez, roet d'ar gwellañ kaner.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne