Enezeg

Enezeg
Iskevrennad euslandmass, strollad inizi Kemmañ
Roll elfennoùlist of archipelagos Kemmañ

Enezeg (liester : enezegoù pe enezegi) eo an anv roet d'un aridennad pe ur strollad inizi. Peurvuiañ e weler enezegoù er mor don, met kavet e vezont tost d'un douar bras ivez. Alies eo bet krouet an enezegoù diwar an ober menez-tan ken e weler lod anezho a-hed fosoù dindanvor. Koulskoude e kaver orinoù all evel ar grignerezh hag ar gouelezenniñ.

Ar ger a zeu eus enez + ar rannig tolpañ -eg, met ar gresianeg αρχιπέλαγος (archipelago) a dalv evit ar Mor Egaios, hemañ graet eus ar mor pennañ (arkhi = penvez ha pelagos = mor). Aze eo orin an termen kevatal e saozneg archipelago, italianeg arcipelago ha galleg archipel. Etre Bro-C'hres e Kornôg ha Turkia e Reter emañ ar Mor Egaios e-lec'h ma kaver meur a enez, lod anezho bodet en enezegoù (sell a-is).


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne