Geriadurouriezh ar brezhoneg

Martial Ménard (kleiz) ha Yann-Lukas al Libous o kinnig ar Geriadur Galleg-Brezhoneg en Oriant, 2013

Skiant ha poell arbennik a zo rekis evit sevel ur geriadur ha se eo skiant ar geriadurouriezh. Sevel geriadurioù gant brezhoneg enno a zo un dra gozh p'eo bet skrivet an hini kentañ e 1464 (Ar C'hatolicon eo), met e-pad kantvedoù a-heul, n'eus ket bet bet nemet geriaouegoù, bras a-wezhioù, hep preder yezhoniel, hep skouerioù ha hep urzhaz e-barzh ar pennadigoù. Geriadurouriezh ar brezhoneg a zo aet war wel e 1888 pa savas Emil Ernod, an Dictionnaire étymologique du breton moyen, moarvat.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne