Graer (yezhoniezh)

Er yezhoniezh e vez implijet an termen graer (galleg acteur, saozneg agent) evit komz eus an hini a zo kiriek d'ur stad pe d'un ober bennak, da lâret eo hemañ unan eus perzhioù tematek ur stad pe un ober.

Peurliesañ e vez graet dave d'ar stad pe d'an ober gant ur frazenn, ma talvez ar verb da elfenn bennañ evit resisaat perzhioù semantikel ar stad pe an ober-se, ha gant ur rannfrazenn anv evit sklaeraat gant piv pe gant petra e oa bet kaset da benn pe krouet ar stad pe an ober-se, da lâret eo ar graer.

Da skouer, er frazenn-mañ eo "Jakez" ar graer yezhadurel er frazenn:

"Jakez a evas an dour"

Gant yezhoù 'zo, e vez merket graer yezhadurel ur frazenn, da skouer e japaneg gant al lostger pe rannig ("ga") hag a dalvez da verk an tema.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne