Gregory Mathews

Gregory Macalister Mathews[1], bet ganet d'an 10 a viz Gwengolo 1876 e Merrygoen (Sukembre-Nevez, Aostralia) hag aet da Anaon d'ar 27 a viz Meurzh 1949 e Winchester (Hampshire, Bro-Saoz), a oa un evnoniour amatour aostralian.

Redek a reas an dour d'e vilin a drugarez d'an arc'hant en devoa postet er mengleuzioù ha mont a reas da Vro-Saoz e-tro 1900.

A-gevret gant an evnoniour breizhveuriat Tom Iredale (1880-1972) ec'h embannas daouzek levrenn The Birds of Australia etre 1910 ha 1927.

Ar garg a rener eus ar British Ornithologists' Club a zalc'has adalek 1935 betek 1938. Lakaet e voe da ezel eus Most Excellent Order of the British Empire (MBE) e 1939 en abeg d'ar servijoù en devoa rentet d'an evnoniezh.

  1. Ober a reer gant ar berradur Mathews e metoù al loenoniezh.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne