Hagen

An ti-kêr kozh (a-zehoù) hag ur greizenn genwerzh

Hagen (distaget [ˈhaːɡən] en alamaneg) zo ur gêr vras en Alamagn. Emañ e stad Nordrhein-Westfalen, e lodenn su takad ar Ruhr, 15 km diouzh Dortmund, el lec'h ma kember ar stêrioù Lenne ha Volme gant ar Ruhr. E miz Kerzu 2010 e oa 188 529 a dud o chom enni.

E Hagen emañ FernUniversität Hagen, ur skol-veur ma kelenner dre bellgelennerezh, an hini nemeti arc'hantet gant gouarnamant kreiz Alamagn. Gant ouzhpenn 67 000 studier (e miz Meurzh 2010), ez eo ar skol-veur vrasañ en Alamagn[1].

  1. https://web.archive.org/web/20101123110932/http://fernuni-hagen.de/universitaet/aktuelles/2010/03/30-am-gdf-nach.shtml

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne