Haousaeg

Haousaeg
(هَوُسَ Hausa)
Perzhioù
Komzet e : Nigeria, Benin, Burkina Faso, Togo, Kameroun, Ghana, Niger, Soudan
Rannved : Afrika ar c'hornôg
Komzet gant : 24 200 000 mammyezher;
38 800 000 en holl
Renkadur : 41
Familh-yezh : Yezhoù afrez-aziatek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Nigeria (Stadoù kevredet an norzh)
Akademiezh : hini ebet
{{{livfamilh|Diouer}}}}}; font-size:120%; color:{{{livlizherennou}}};"|Rizhouriezh
Urzh ar gerioù : SVO
Frammadur silabek :
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 ha
ISO 639-2 hau
ISO 639-3
Kod SIL HAU
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ur yezh tchadek eus isskourr yezhoù tchadek ar c'hornôg A.1 eo an haousaeg (هَوُسَ hausa, abakwariga, mgbakpa, habe pe kado). Ar yezh tchadek ar muiañ-komzet an hini eo. Komzet e vez gant tro-dro da 24.200.000 den evel yezh kentañ ha gant 14.600.000 den all evel eil yezh, e Nigeria dreist-holl (18.25.000 den e 1991) hag ivez e Benin, Burkina Faso (500 den e 1991), Kameroun (23.500 den e 1982), Republik Kreiz Afrika, Tchad, Kongo, Eritrea, Ghana, Niger (5.000.000 den e 1998, pe 55% eus ar boblañs evel yezh kentañ), Soudan (418.000 den e 1993), Togo (9.600 den e 1991)[1]. An Haousaeg zo unan eus yezhoù Afrika zo komzet ar muiañ goude an Arabeg, ar galleg, ar saozneg hag ar Swahilieg.

  1. Ethnologue (2009) a ro 18,5 milion a dud evel yezh kentañ ha 15 milion evel eil yezh en Nigeria e 1991; 5,5 milion a dud evel yezh kentañ hagan hanter eve eil yezh en Niger e 2006, 0,8 milion er Benin e 2006, hag en tu all d'ur milion er broioù all.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne