Hiragana

Ouzhpenn ar c'h-kanji e vez implijet div silabenneg evit skrivañ ar japaneg ar Hiragana (平仮名) hag ar c'h-katakana. Ouzhpenn-se e vez implijet ivez ur sistem romanizadur anvet rōmaji).

Implijet e vez pep silabenneg evit skrivañ traoù disheñvel. Graet e vez gant ar hiragana evit:

  • Gerioù japanek ha n'eus kanji ebet evit o skrivañ, dreist-holl rannigoù pe lostgerioù, da skouer kara から ~san さん.
  • Gerioù japanek ha ne vez ket anavezet gant an hini a skriv ar c'h-kanji a glotfe gante pe ar re ma kred dezhañ ne vefent ket komprenet gant e lennerion.
  • Displegadur ar verboù hag an anvioù-gwan, da skouer tabemashita 食べました. Pa vez implijet an hiragana evel-se e vez graet okurigana outañ. 送り仮名).
  • Diskwel distagadur kanji diazet pe dianav. Pa vez implijet an hiragana evel-se e vez graet furigana) outañ.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne