ISBN

ISBN-10 hag ISBN-13
Kod ar vro eo an EAN en ISBN-13

ISBN (International Standard Book Number, "niverenn levr reolatet etrebroadel"[1] zo un niverenn anaout etrebroadel a vez roet abaoe 1970 da gement embannadur kement levr a zo embannet. Evit eeunaat ar c'heñveriañ dre urzhiataerezh ec'h eo bet ijinet, ma vije simploc'h labour al levrierien, al levrouaegerien, an dasparzherien levrioù, hag al lennerien pa glaskont ul levr en un embannadur hag ur skor resis.
Dek sifr a oa en un ISBN betek miz Kerzu 2006, eus ISBN-10 e komzer neuze ; trizek sifr zo abaoe ar 1añ a viz Genver 2007, alese an anv ISBN-13.

  1. Erbetet gant Ofis Publik ar Brezhoneg.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne