Iliz-veur Naoned

MONUMANT Monumant istorel ISTOREL

Tallbenn an Iliz-veur araok tan-gwall 2020
Ur gwell kosoc'h eus an talbenn
An nev

Iliz-veur Pêr-ha-Paol Naonedzo un iliz-veur katolik a c'hiz c'hotek savet er XVvet kantved, da vare Duged Breizh.

E-kreiz kêr emañ, e leurgêr Sant-Pêr. Iliz-veur eskopti Naoned eo, ha sez eskob Naoned. 457 vloaz ez oa bet ouzh he sevel, eus 1434 betek 1891. Kement-se ne vir ket e lavarer eo ur bennoberenn eus an doare gotek. Unan eus nav iliz-veur katolik Breizh eo, savet e tal-kichen Kastell an Duged. Ur savadur relijiel met ivez politikel eo eta, arouezh souvereniezh an Dugelezh. Enni eo beziet an dug Frañsez II, tad an dugez Anna. Monumant istorel ofisiel eo abaoe 1862.

Tri savadur relijiel zo bet a-raok an iliz-veur a vremañ: ur chapel savet en IIIe kantved ; un iliz-veur savet er VIvet kantved, un iliz-veur roman all en XIvet kantved. El lec'h ma oa an iliz-veur kozh eo bet savet homañ, ha dre ma veze savet eo he deus kemeret he lec'h.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne