Jod

Plac'h jodek, pe bougennek.

Ar jod, pe boc'h, pe bougenn, eo ar rann eus ar penn, pe eus an dremm, etre al lagad, ar skouarn hag ar fri.

Kigennek eo al lodenn-se eus an dremm, ha c'hwezhet e vez a-wechoù gant an dud pa sonont gant bombard pe trompilh.

Ruz e vez an divjod a-wechoù abalamour d'ar yenijenn, pe da draoù all.

Poultrañ o divjod a rae ar merc'hed gwechall. Hiziv e lakaont koavon-dremm warne.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne