Katakana

Ouzhpenn ar c'h-kanji e vez implijet div silabenneg evit skrivañ ar japaneg ar c'h-Katakana (片仮名) hag an hiragana. Ouzhpenn-se e vez implijet ivez ur sistem romanizadur latin anvet rōmaji).

Karezennek eo stumm lizherennoù ar c'h-Katakana ha sistem aezetañ da deskiñ diouzh holl doareoù-skrivañ ar japaneg an hini eo.

Implijet e vez pep silabenneg evit skrivañ traoù disheñvel. Graet e vez gant at c'h-Katakana evit:

  • Onomatopeennoù, d.s. hii ヒー a dalv "huanad".
  • Anvioù plant ha gwez.
  • Treuzskrivañ gerioù estren o tont eus yezhoù estreget ar sineg ha dreist-holl a-orin saoznek, da skouer terebi テレビ = skinwel diwar ar saozneg television.
  • Stambouc'h, un tammig evel al lizherennoù bras pe c'hoazh ar stil italika e brezhoneg.
  • Diswel distagadur kanji implijet evit treuzkrivañ anvioù estren (furigana).
  • Diskwel lennadur on'yomi pep kanji en ur geriadur.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne