Kemmadur (yezhoniezh)

  • Marteze emaoc'h o klask ar pennad kemmadur.

Er yezhoniezh e vez implijet an termen kemmadur (saoz.: consonant mutation) war dachennoù ar fonologiezh hag ar vorfologiezh evit komz eus ar fed ma c'hell ur gensonenn kemmañ hervez reolennoù morfologel ha/pe kevreadurezhel resis.

Bez' e c'hell bezañ skrivet pe get hervez reolennoù reizhskrivañ pep yezh. A-wezhioù e talvez da roudoù diorroadur ar yezh hepmuiken evel e saozneg, met alies a-walc'h en deus ar c'hemmadur un arc'wel yezhadurel evel e brezhoneg.

Daoust ha ma vez brudet-meur ar yezhoù keltiek abalamour ma reont gant kemmadurioù, e vez kavet kemmadurioù a bep seurt e meur a familh yezh all dre ar bed, da skouer:

anvet "rendaku": implijet gant gerioù kevrennek, d.s.
nigiri + sushinigirizushi ("gwaskañ" + "sushi")
kemmañ a ra kelf ur verb ma vez staget outañ ar rakger meN-, d.s.
garukmenggaruk ("skrabañ")
kemmañ a ra stumm al lostger -pi hervez rummad an anv-kadarn ma vez staget outañ: -pi appears in different forms, according to which noun stem it is suffixed to:
movi-ppi ("fri")
sappI-vi ("kof)
aŋo-mpi ("teod")

Kemmañ a ra ar stumm c'helfoù hervez ar rumamdoù, da skouer:

rim- ("paotr dieub") → [rimɓe] (rummad 2), dimo (rummad 1), ndimon (rummad 6)
[ɣim-] ("den") → [ɣimɓe] (rummad 2), gimɗo (rummad 1), ŋgimkon (rummad 6)
t ("tosenn") (absolutivel) → god (relativel)
tʃogo ("askorn") (absolutivel) → tʃok (relativel)
life ("buhez") - live (bevañ")
brea[θ] ("anal") - brea[ð]e ("analañ")
[katav] ("bez' e skrivas (eñ)"), [jixtov] ("bez' e skrivo" (eñ)")
тихий ("sioul") → тише ("siouloc'h")

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne