Kensonenn kevig a-gostez dre dostaat drekstaonekaet

LFE – niverenn 209
LFEunicode ɫ
LFE – skeudenn {{{imagesize}}}
X-SAMPA 5
Selaou

Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar gensonenn kevig a-gostez dre dostaat drekstaonekaet mouezhiet treuzskrivet [ɫ] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 209 hag anvet alies "l teñvel".

Ur gensonenn kendistaget an hini eo, ma vez drekstaonekaet peurliesañ pe c'hoazh gourlañchennekaet pe zoken hugedekaet, ur Kensonenn kevig a-gostez dre dostaat ([l]).

Kavet e vez alies ar son-mañ e-touez ar yezhoù komzet en Europa, peurliesañ evel alofonenn ur Kensonenn kevig a-gostez dre dostaat [l] e lost ar silabenn evel e portugaleg hag e saozneg.

E yezhoù all, avat, en o zouez an albaneg hag ar ruseg e vez enebiet ur fonem a-gostez teñvel (drekstaonekaet: [ɫ]) ouzh ar fonem a-gostez sklaer (plaen, pe nann-drekstaonekaet: [l]) hag/pe ouzh ar fonem a-gostez [Staonekadur|staonekaet]] ([lʲ]).

Ral a wezh e vez implijet ar son-mañ gant ar yezhoù komzet er-maez eus Europa, estreget meur a yezh turkek.

An l stambouc'hus kavet en arabeg (er ger "Allah" nemetken) hag e yezhoù berberek 'zo a c'hell bezañ distaget evel un doare l teñvel gourlañchennekaet pe hugedekaet


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne