Kerneveureg

Kerneveureg
Kernowek
Digresk ar c'herneveureg etre 1300 ha 1750
Distagadur kəɾˈnuːəkkɛɾˈnɛwɛk

Riez Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Rannvro Kernev-Veur Kernev-Veur

Steuziadur Tebek : 26 Kerzu 1777
(† Dorothy Pentraeth)[1]
Nevezadur • 20 kerneveureger
"a-vihanik" e 2000[2]
• Yezh pennañ 557 den
e 2011[3]
Yezherien ~ 3 500

Familh-yezh Yezhoù indezeuropek

Stummoù SWF Standard Written Form
(Furv Skrifys Savonek)
Lizherenneg Latin
Statud ofisiel
Anavezet gant ar Rouantelezh-Unanet
d'ar 17 Kerzu 2002[4]
Akademiezh Keskowethyans
an Taves Kernewek
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 kw
ISO 639-2 cor
ISO 639-3 cor – Kerneveureg a-vremañ
cnx – Krenngerneveureg
oco – Hengerneveureg
Kod SIL COR
Glottolog corn1251
Obs. Ling. 50-ABB-a

Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh

Kerneveureg a reer eus yezh hengounel Kernev-Veur (Rouantelezh-Unanet). Ur yezh predenek eo, kar d'ar brezhoneg ha d'ar c’hembraeg.

Implijet eo bet ar c'herneveureg evel yezh pemdez betek an XVIIIvet kantved a-raok mont da get, met adalek an XXvet kantved e strivas tud d'ober ur yezh vev anezhañ. War-dro 2 000 den a ra gant ar yezh-se hiziv an deiz, hag er bloavezh 2002 e voe anavezet ez-ofisiel evel unan eus yezhoù ar Rouantelezh-Unanet, hervez Karta Europa ar yezhoù rannvro pe bihanniver.

Ur gevredigezh, Keskowethyans an Taves Kernewek ("Kevelerezh ar Yezh Kerneveurek", Cornish Language Partnership e saozneg), a laka ar yezh da vont war-raok er gevredigezh a-vremañ.

E-giz ar skolioù Diwan e Breizh, emañ ar rouedad skolioù divyezhek Dalleth ("Kregiñ") e Kernev-Veur.

Kerneveureg zo en ul lodenn eus lec'hanvadurezh Kernev-Veur hag un tammig pelloc’h c’hoazh.

  1. (en) Ken George, Cornish + George & Broderick, The Revived Languages: Cornish and Manx, e : Martin J. Ball, The Celtic Languages, Routledge, 2009 (ISBN 978-0-415-42279-6)
    • (en) Christopher Moseley, Encyclopedia of the World's Endangered Languages, Routledge, 2010 (ISBN 978-0-415-56331-3)
  2. (en) Magakernow
  3. (en) Renabl ar rouantelezh-Unanet e 2011.
  4. (en) European Charter for Regional or Minority Languages

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne