Levr Han

汉书 Hán shū
Levr Han

Riez Sina

Danvez Istor an Diernac'h Han er C'hornôg
Aozerion 班彪 Ban Biao (3--54)
班固 Ban Gu (32-92)
班昭 Ban Zhao (~49 – ~120)

Yezh Sinaeg klasel
Embannadur 111 AB

Levr Han (sinaeg : 漢書 hán shū), anvet Istor an Han Gent ivez, zo ul levr a voe echuet er bloaz 111 e Sina hag a gont a-zivout an diernac'h Han Gent (前漢 qián hán) pe "Han er C'hornôg" adalek an impalaer kentañ e 206 KAB) betek diskar an impalaer Wang Mang (c. 45 KAB – 23 AB, ren 9-23).

Gant an istorour Ban Gu (32-92) e voe skrivet, gant harp e c'hoar Ban Zhao, da-heul o zad Ban Biao ha diwar patrom Shiji an istorour meur Sīmǎ Qiān (~ 145 - ~86 KAB). Al levr kentañ a-zivout un diernac'h hepken e voe Levr Han.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne