Marevezh Azuchi-Momoyama

Japan er Marevezh Azuchi-Momoyama(1568-1600)

Ur marevezh istorel eus Bro-Japan c'hladdalc'hel eo ar Marevezh Azuchi-Momoyama a grog 1573 e hag a echu e 1603. Daou benngadour galloudus a unvanas Japan a-nevez en eil hanterenn ar XVIvet kantved: Oda Nobunaga (1534-1582) a c'houarne ar vro eus Kastell Azuchi ha Toyotomi Hideyoshi 1537-1598) a oa o chom e Kastell Momoyama. Diwar anvioù ar c'hastelloù e voe anvet ar marevezh.
An daimyō Oda Nobunaga, penn ar c'hlann Oda, unan eus ar re c'halloudusañ e Japan, a implijas teknologiezh hag armoù deuet eus Europa evit bout trec'h war kalz daimyō all ha klask unvaniñ Japan ; pa startaas e c'halloud e 1568 e kemeras Kyōto, ar pezh a voe finvezh shōgunelezh ar c'hlann Ashikaga hag a voulc'has ar Marevezh Azuchi-Momoyama, a badas betek 1600[1].

Tost unvanet e oa Bro-Japan er bloaz 1582 pa voe taget annez Nobunaga gant unan eus e jeneraled samourai, Akechi Mitsuhide (1528-1582). Kentoc'h eget bout lazhet e tibabas Nobunaga ober seppuku. Toyotomi Hideyoshi a flastras emsavadeg aduidi Mitsuhide kent bout warlec'hiad Nobunaga de facto[1]. Kenderc'hel gant al labour unvaniñ a reas, ar pezh a voe echuet e 1590. Diwezh Marevezh ar Stadoù Brezelour (Sengoku) e voe neuze. Goude sujet e enebourion e tegasas kemmoù bras er gevredigezh japanat : ur c'hadastr a voe savet evit termeniñ an telloù, krennet e voe war galloud an daimyoed, handeet e voe ar gristenion, berzet e voe d'ar gouerion dougen armoù, berzet e voe d'ar gouerion ha d'ar samouraied kemmañ o dere er gevredigezh[2] — daoust da Hideyoshi e-unan bout bet ur c'houer a voe anvet da jeneral gant Oda Nobunaga[3]. Dre gadastrañ Japan e voe lakaet kement labourer-douar da heimin (平民 "dinobl") : dre-se e voe lakaet an darn vuiañ eus ar sklaved en o frankiz[4].

P'edo galloud Hideyoshi o kreskiñ e fellas dezhañ aloubiñ Sina dre Gorea, ar pezh a glaskas ober e 1592. Un arsav-brezel a voe e 1596, un eil aloubadeg e 1597, ha dilezet e oa houmañ e 1598 pa varvas an alouber[5].

Pa felle dezhañ diazezañ un dinastiezh, Toyotomi Hideyoshi en devoa goulennet digant e wizion fealañ touiñ al le a fealded d'e vab yaouaer (an eil henañ) Toyotomi Hideyori (1593 - ~1615). Nepell goude marv Hideyoshi avat e rankas e aduidi stourm ouzh gwizion an daimyō Tokugawa Ieyasu (1543-1616) a oa bet a-du gant Hideyoshi koulskoude[1]. Trec'h e voe Ieyasu en Emgann Sekigahara (21 Here 1600) ; goude-se e voe kentañ shōgun ar shogunelezh Tokugawa, a stalias he c'hêr-benn en Edo (Tōkyō hiziv) hag a renas e-pad 268 vloaz, betek 1868 eta : ar Marevezh Edo e voe.[1]

  1. 1,0 1,1 1,2 ha1,3 Henshall, 2012.
  2. Perez 1998.
  3. Weston, 2014.
  4. Farris, 2009.
  5. Walker, 2015.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne