Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Breizh ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | Nevenoe, Nominoë ![]() |
Titl noblañs | penndiern, Kont ![]() |
Moranv | père de la Bretagne, père de la patrie, Tad ar Vro ![]() |
Deiziad ganedigezh | 800 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Arvorig ![]() |
Deiziad ar marv | 7 Meu 851 ![]() |
Lec'h ar marv | Vendôme ![]() |
Lec'h douaridigezh | Abati Redon ![]() |
Bugel | Erispoe ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | henvrezhoneg ![]() |
Micher | monark ![]() |
Relijion | Katoligiezh ![]() |
Nevenoe (ha Nevenoù, Nominoe, Numinoe en dielloù), marvet d'ar 7 a viz Meurzh 851 e-kichen Vendôme, a oa ur priñs breizhat hag a oa bet roet karg dezhañ gant an impalaer frank Loeiz an Deol da vezañ missus dominicus (ur seurt prefed) e Breizh evit lakaat ar Vrezhoned da baeañ tailhoù da Impalaeriezh ar C'hornôg.
Pa varvas Loeiz an Deol ne fellas ket da Nevenoe chom dindan beli e vab Karl Voal, setu e kemeras penn ar Vretoned.
Tud zo a wel Nevenoe evel « roue kentañ Breizh »[1] a-bezh — petra bennak ma c'hallfed reiñ an titl-se da Morvan Lez-Breizh pe da Yezekael, roue Domnonea, met hervez lod istorourien ne oa ket roue evit gwir, kontrol d'e vab.
Lesanvet e vez « Tad ar Vro » gant ar Vretoned memestra peogwir en doa savet ur Stad e Breizh hag a badas betek dibenn ar Grennamzer[2]