Norseg

norseg
yezh varv, yezh istorel, yezh aet da get
Iskevrennad eusyezhoù skandinavek Kemmañ
Arvezsevenadur norsek Kemmañ
StadNorvegia, Sveden, Danmark, Island Kemmañ
Raklec'hiet gantkentnorseg Kemmañ
Heuliet gantnorneg Kemmañ
Linguistic typologyMentadur hervez an taol-mouezh, yezh enteuzel Kemmañ
En deus an troadoù yezhoniezhtroad nominativel, genitivel, troad dativel, troad ablativel Kemmañ
Reizh yezhadurelgourel, benel, nepreizh Kemmañ
LizherennegLizherenneg latin, Runoù, Younger Futhark Kemmañ
Kod yezh Wikimedianon Kemmañ
An takad ma veze komzet norseg ha yezhoù kar en Xvet kantved. Takad norseg ar c’hornôg zo livet e ruz, takad norseg ar reter zo livet en orañjez. E roz emañ takad norseg Gotland hag e gwer takad ar yezhoù germanek all.

Ur yezh c’hermanek e oa an norseg. Kaozeet e veze e Skandinavia hag er broioù all bet aloubet gant ar Vikinged, betek ar XIVvet kantved.

Anavezet eo ganeomp gant testennoù eus Island dreist-holl (ar sagaoù), da lavaret eo ez eo norseg ar c’hornôg, komzet dreist-holl en Island hag e Norvegia, a anavezer ar gwellañ.

Gouzout a reomp evelkent e oa ivez ur rannyezh all, norseg ar reter, kaozeet dreist-holl e Danmark ha Sveden. Ouzhpenn-se e ra ar yezhoniourien un trede rannyezh a-wechoù gant norseg enez Gotland, an hini a anavezer an nebeutañ.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne