Odysseia

Odysseüs hag ar sirened, taolenn livet gant John William Waterhouse e 1891

An Odysseia (henc'hresianeg Ὀδύσσεια, Odysseia) zo unan eus an daou veurgan henc'hresianek lakaet war gont Homeros, ur barzh dall, hervez an hengoun. Savet e vije bet goude an Ilias, an oberenn all lakaet war gont ar barzh, e diwezh an VIIIvet kantved kt JK, un tu bennak en Ionia, da lâret eo en arvor Anatolia a oa annezet gant Henc'hresianed d'ar c'houlz-se.[1] Kontet eo da vezañ unan eus brasañ pennoberennoù al lennegezh er bed ha, gant an Ilias, evel unan eus an div varzhoneg pennañ e sevenadur Europa.

Danevelliñ a ra dreist-holl avanturioù an haroz akean Odysseüs (pe Ulises, evel ma oa anvet er vitologiezh roman) hag e veaj hir war e giz d'ar gêr goude diskar Troia. 10 vloaz e voe o tistreiñ d'e enezenn, Ithaka, goude an 10 vloaz bet o vrezeliñ dirak Troia[2]. E-pad e veaj war vor, heuliet gant kounnar an doue Poseidon, e tegouezh Odysseüs gant ur bern tud brudet eus ar vitologiezh, evel an nimfenn Kalypso, ar briñsez Naosikaa, ar c'hikloped, an hudourez Kirke pe ar sirened. E-keit-se e soñje d'an holl e oa aet da anaon e-pad ar brezel hag e wreg Penelope hag e vab Telemac'hos a ranke gouzañv ur strollad noblañsoù turmudus, ar Mnesteres (henc'hresianeg : Μνηστῆρες) pe Proci, heligentañ etreze da c'hoût piv a euredfe Penelope hag en defe madoù Odysseüs. Er meurzanevell ez eus ivez un nebeud arroudennoù ma'z eus danevellet prantadoù eus Brezel Troia ha n'eus ket meneg anezho en Ilias, evel istor marc'h Troia ha drouziwezh ar gêr-se.

Lennet e vez c'hoazh an oberenn e gresianeg Homeros ha troet eo bet en ur bern yezhoù en-dro d'ar bed, nemet e brezhoneg n'eo ket avat. Savet e oa ar varzhoneg orin dre gomz gant un aoidos (barzh meurzanevellek/kaner), pe marteze gant ur rapsod (kaner gwerzennoù a-vicher), ha graet e oa da vezañ kanet da gentañ-penn ha n'eo ket da vezañ lennet.[1] Munudoù arz ar barzh hag an doare ma teuas e oberenn da vezañ skrivet e stumm ul levr zo danvez divizoù dibaouez etre al lenneien. Savet e oa an Odysseia en ur yezh varzhoniel. 12 110 linenn heksametr daktilek zo en e stumm skrivet, rannet e 24 kan.[3]

  1. 1,0 ha1,1 D.C.H. Rieu's introduction to The Odyssey (Penguin, 2003), p. xi.
  2. Mervel a ra ar c'hi Argos autik' idont' Odusea eeikosto eniauto ("o welet Odysseüs adarre en ugentvet bloavezh"), Odyssey 17.327; cf. ivez 2.174-6, 23.102, 23.170.
  3. Fox, Robin Lane (2006), The Classical World: An Epic History from Homer to Hadrian, Basic Books, p. 19, ISBN 046502496 .

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne