Pen-y-bont ar Ogwr

Ar stêr Ogwr dindan ar pont kozh e Pen-y-bont ar Ogwr.

Pen-y-bont ar Ogwr zo ur gêr e kreisteiz Kembre, er c'huzh-heol da Gerdiz, e kontelezh Pen-y-bont ar Ogwr, war lez ar stêr Ogwr.

40,000 a dud zo o chom enni.

Ur gêr kenwerzh ha marc'had e oa betek an XXvet kantved. Deuet eo da vout ur gêr a ijinerezh, dre ma'z eo tost d'an hent bras M4, ken na eo deuet ar c'hompagnunezhioù bras Sony ha Ford d'en em staliañ eno. Eno ive emañ burev kreiz Heddlu De Cymru, polis kreisteiz Kembre.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne