Roma

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Roma
Ar gêr gwelet diwar nij.
Ar gêr gwelet diwar nij.
ArdamezioùBanniel
Anv italianek Roma
Melestradurezh
Bro  Italia
Rannvro Lazio
Proviñs Meurgêr Roma Kêr-benn
Kod ISTAT 058091
Kod post 00118–00199
Maer
Amzer gefridi
Roberto Gualtieri
2016-2021
Lec'hienn web https://comune.roma.it
Poblañsouriezh
Poblañs 2 748 109 ann. (1-1-2017)
Stankter 2 135 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
41° 53′ 35″ Norzh
12° 28′ 58″ Reter
/ 41.8931, 12.4828
Uhelder 21 m
Gorread 1 287 km²
Lec'hiadur
Lec'hiañ ar gêr
Roma


Roma (italianeg Roma), pe Rom[1], eo kêr-benn rannvro Lazio hag hini Italia. Emañ war ar stêr Tiber, nebeutoc'h evit 22 km diouzh ar Mor Kreizdouar. Lesanvet eo Ar Gêr war ar seizh torgenn (Aventino, Celio, Capitolio, Esquilino, Palatino, Quirinale ha Viminale) pe ar Gêr beurbadus. Eno emañ ar Sez Santel (Sez sant Pêr), unan eus kêrioù-penn ar gristeniezh. Kêr-benn div stad eo eta. Sez Aozadur ar Boued hag ar Gounezerezh (ABG) eo ivez.
Hervez ar vitologiezh roman e teufe anv ar gêr diwar hini he diazezer, Romulus. Bloaz an diazezadur a vefe bet -753 hervez ar vojenn, deroù an deiziadur roman resisaet dre an dro-lavar latin ab Urbe condita, « adal diazez ar Gêr ». A-drugarez d'an arkeologiezh ez eus bet diozolet e vije bet unvanet tamm-ha-tamm un nebeud kêriadennoù savet war an torgennoù er mare-se hag a vefe deuet da vezañ Keoded Roma. Henroma zo anavet da gentañ evel ur geoded vihan dindan levezon an Etrusked ha renet gant unan anezhe. Goude dibenn ar rouantelezh e Roma e kresk ar Republik roman betek mestrañ ar pep brasañ eus ar broioù en-dro d'ar Mor Kreizdouar. Dont a ra Roma da vezañ penn an Impalaeriezh roman diwezhatoc'h ha goude-se eus Impalaeriezh roman ar C'hornôg betek 476. Roma a zalc'has goude-se ur roll a-bouez en Istor Europa dre ma oa sez galloud ar babed.

  1. Geriadur Vallée, p. 663a; Geriadur Hemon-Huon, 1970, p.696.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne