Ruzenn ankoue mouezhiet

LFE – niverenn 174
LFEunicode ʢ
LFE – skeudenn {{{imagesize}}}
X-SAMPA <\
Selaou

Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar ruzenn ankoue mouezhiet, treuzskrivet [ʢ] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 174.

Daoust ha ma vez lec'hiet an arouezenn-mañ e-touez renk ar ruzennoù e daolenn al LFE dre voaz e vez distaget peurliesañ er yezhoù ma vez implijet gante evel ur c'hwezhenn hag implijet vez an hevelep arouezenn [ʢ] koulz evit ar ruzenn ankoue mouezhiet hag evit ar c'hwezhenn ankoue mouezhiet, en ur c'hoùt ne vez ket kavet an daou son-se enebet an eil diouzh egile e yezh ebet. Mar bez ezhomm atav e c'heller implijout ar sin diakritek ispisial evit merkañ ar fed m'emañ distaget evel ur c'hwezhenn [ʢ̞].


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne